Prokopios Caesarea

Prokopios (henc'hresianeg : Προκόπιος ὁ Καισαρεύς Prokópios ho Kaisareús, latin : Procopius Caesariensis) a oa un istorour bizantat. Ganet e oa e Caesarea Maritima, e Palestina, e fin ar Vvet kantved, marvet eo e Konstantinopolis war dro 562.

Sekretour e oa gant ar jeneral Belisarios (war-dro 500-565) hag istorour an impalaer Justinian e voe. Deskrivet en deus ar vuhez danvezel, sokial ha sevenadurel en e oberennoù, Levr ar Brezelioù (war-dro 545-554) ha Pleustrad ar savadurioù (560). N'eur ket sur e vefe Anekdota (Istor kuzh) diwar e bluenn.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search